Yezhou Bihan - Gilles Servat




Yezhoù, ma vez graet bihan ac?hanoc?h,
Evel ar stered, o strinkañ e brozh an noz,
Ha petra vefe al loar hep o skedoù,
Met ur gouloù nemetañ, kreiz an egor goullo ?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac?hanoc?h,
Evel gwad hag aour bokedoù ar pradoù,
Ha petra vefe ar geot hep ho karmoù,
Met lavnennoù, holl heñvel, en ec?honderioù don ?

Yezhoù, ma vez graet bihan ac?hanoc?h,
E-giz inizi war ar mor bras hadet,
Ha petra vefe ar mor hep ho klasted,
Nemet irvi hag irvi hep diwezh an tonnoù ?



Le Meilleur de toute la Musique en Paroles, Chansons et Lyrics sur www.Paroles-Lyrics.fr